Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Treiñ - Aliañ

Labourat a ra ar servij Treiñ-Aliañ evit obererien niverus (embregerezhioù, strollegezhioù, kevredigezhioù, tud o-unan...) hag a vez o pleustriñ war dachennoù a bep seurt.

Ar sifr

2479 : an niver a c'houlennoù treiñ a oa bet graet war o zro gant ar Servij Treiñ e 2023.

Eus ar galleg d'ar brezhoneg

Gant ar servij e vez graet troidigezhioù e brezhoneg diwar ar galleg, ha diwar ar saozneg a-wechoù. Web gwelet en he brasañ Ar bed kevredigezhel ivez a ra muioc'h-mui a c'houlennoù treiñ.

Ar pal eo brudañ ar brezhoneg ha lakaat ar yezh a-wel d'an holl.

Web gwelet en he brasañ Stank e vez ar goulennoù a-berzh ar strollegezhioù tiriadel (amañ Lannuon-Treger Tolpad-kêrioù)

Ur skipailh troerien a vicher

Er servij e kaver 4 zroer, un adlenner hag ur rener skiantel. Diazezet eo al labour war ul levr stil hag a zegas da soñj eus ar reolennoù pennañ evit treiñ diouzh ar gwellañ. Gant ar servij e vez roet alioù d'an aozadurioù evit a sell ouzh kinnig ha lakaat an divyezhegezh war wel. Ober a ra war-dro an teuliadoù penn-da-benn, adalek al labour treiñ betek adlenn an amprouennoù.

Pa zibaber labourat gant an OPAB e vezer sur da labourat gant tud a vicher hag a ra war un dro gant ur yezh resis, eeun hag a ya diouzh ar bed a vremañ.

Adlenn

Gallout a ra ar servij ivez adlenn troidigezhioù pe testennoù savet gant tud ha n'emaint ket en Ofis Publik.

Kasit ar pennad-mañ da dud all