TermBret eo kreizenn dermenadurezh Ofis Publik ar Brezhoneg. Krouet e oa bet e 1994 evit klotañ ouzh an ezhommoù nevez a zeue war wel er gevredigezh.
Muioc'h-mui e vez graet gant ar brezhoneg evit tachennoù lec'h na veze ket implijet nemeur a-raok, pe tamm ebet zoken. Se zo kaoz e ranker krouiñ diazezoù termenadurezhioù arbennik e brezhoneg, evel ma vez graet evit kement yezh a zo.
Gant an termenoù-se nevez-degaset er yezh e c'hall ar vrezhonegerien implijout o yezh hep skoilh ebet e kement degouezh a vez.
A-benn seveniñ ar gefridi-se eo ret kas ul labour diazez da benn o soñjal er vrezhonegerien o-unan da gentañ-penn anez ankouaat doujañ da reoladoù etrebroadel an ISO a sell ouzh an dermenadurezh.
TermBret eo ar greizenn vicherel nemeti a labour war dachenn an dermenadurezh e brezhoneg.
Pa vez savet termenoù nevez gant TermBret e vez goulennet digant Kuzul skiantel an Ofis Publik reiñ e ali warno. E-giz-se e vez degemeret an termenoù a vez erbedet gant Ofis Publik ar Brezhoneg.
Gallout a reer kavout anezho e-barzh TermOfis, diaz titouroù enlinenn ar greizenn dermenadurezh : tost 90 000 termen a zo en diaz, ha gweladennet eo bet pajenn TermOfis 34 700 gwech e 2023.
Gallout a reer kavout anezho ivez e-barzh geriaouegi a bep seurt diwar ezhommoù ar vuhez pemdeziek - 35 tem zo - embannet gant TermBret (da bellgargañ amañ).