Gant kelennadurezh ar yezh o vont war-raok hag al labour graet en-dro d'ar c'houlzad Ya d'ar brezhoneg (YAB) evit broudañ an holl frammoù ha strollegezhioù da implijout muioc'h ar brezhoneg e pep lec'h war an dachenn, e vez kinniget muioc'h-mui a servijoù d'ar geodedourien tamm-ha-tamm. Gallout a rit sellet ouzh ar pezh a vez graet dija pe tapout mennozhioù evit goulenn kaout servijoù e brezhoneg el lec'h m'emaoc'h o chom ma reont diouer deoc'h.