Labourat a ra ar servij Treiñ-Aliañ evit obererien niverus (embregerezhioù, strollegezhioù, kevredigezhioù, tud o-unan...) hag a vez o pleustriñ war dachennoù a bep seurt.
2479 : an niver a c'houlennoù treiñ a oa bet graet war o zro gant ar Servij Treiñ e 2023.
Gant ar servij e vez graet troidigezhioù e brezhoneg diwar ar galleg, ha diwar ar saozneg a-wechoù. Ar bed kevredigezhel ivez a ra muioc'h-mui a c'houlennoù treiñ.
Ar pal eo brudañ ar brezhoneg ha lakaat ar yezh a-wel d'an holl.
Stank e vez ar goulennoù a-berzh ar strollegezhioù tiriadel (amañ Lannuon-Treger Tolpad-kêrioù)
Er servij e kaver 4 zroer, un adlenner hag ur rener skiantel. Diazezet eo al labour war ul levr stil hag a zegas da soñj eus ar reolennoù pennañ evit treiñ diouzh ar gwellañ. Gant ar servij e vez roet alioù d'an aozadurioù evit a sell ouzh kinnig ha lakaat an divyezhegezh war wel. Ober a ra war-dro an teuliadoù penn-da-benn, adalek al labour treiñ betek adlenn an amprouennoù.
Pa zibaber labourat gant an OPAB e vezer sur da labourat gant tud a vicher hag a ra war un dro gant ur yezh resis, eeun hag a ya diouzh ar bed a vremañ.
Gallout a ra ar servij ivez adlenn troidigezhioù pe testennoù savet gant tud ha n'emaint ket en Ofis Publik.