16 albom a ya d’ober an arload, ennañ ouzhpenn 200 skeudenn ha 5000 tra diskouezet disheñvel. Geriaoueg ar vuhez pemdez pe termenoù teknikeloc’h a-wechoù a gaver aze.
Bez ez eus eus ar skeudennaoueg dre gomz e meur a yezh dija evel ar saozneg, ar galleg, ar sinaeg, ar rusianeg pe ar c’horeeg da skouer. Reiñ a ray an tu da selaou ar gerioù, da adlavaret anezho, d’o enrollañ, evit anavezout gerioù nevez pe pinvidikaat e c’heriaoueg.
Talvoudus-kenañ e vo ar benveg-mañ evit an deskidi, an oadourien koulz hag ar vugale, evit tud bugale skoliataet er c’helenn divyezhek, evit ar skolioù…
Emañ ar raktres war-nes dont da wir.
Evit gouzout hiroc’h, klikañ amañ.
An evezhiadennoù0