Emañ kêr Kemper o paouez kinnig war an ton bras lec’hienn Genrouedad nevez Mirdi an Arzoù-kaer. E blas en deus kavet ar brezhoneg enni evel-just ha gallout a ra ar vrezhonegerien ober anaoudegezh en o yezh gant dastumadoù ar mirdi, an diskouezadegoù dibad, an doareoù da weladenniñ anezhañ e brezhoneg ha kement ‘zo.
Evit doujañ d’e engouestl, goude bezañ votet ar garta Ya d’ar brezhoneg, en deus divizet Ti-kêr Kemper e labourfe Mirdi an Arzoù-kaer, unan eus pouezusañ mirdioù hon tiriad – evit e zastumadoù livouriezh peurgetket – gant an Ofis Publik : troidigezh stumm nevez al lec’hienn a zo bet fiziet e servij Treiñ-Aliañ an OPAB ha, tamm-ha-tamm, e vo kresket ha klokaet an danvez anezhi.
Skoroù all a vo kinniget e brezhoneg a-hend-all, evel al levrigoù-c’hoari evit ar vugale savet evit harpañ anezho d’ober anaoudegezh gant dastumadoù ar mirdi gant sikour enklaskoù hag istorioù bihan.
An evezhiadennoù0