Gant an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, e oa bet roet al labelioù d’an it. Chantal Soudon, maerez ar Merzher-Salaun ha d’an ao. Jean-Jacques Piton, maer Plouziri, dirak an ao. Guillaume Maubian, kuzulier-kêr ha den dave evit Ya d’ar brezhoneg, an ao. Georges Philippe, maer Trelevenez hag un toullad dilennidi.
A-gevret e labour an div gumun avat evit diorren ha talvoudekaat ar brezhoneg war o ziriad ha war an tachennoù zo en o dalc’h.
Kaset o deus da benn c’hoazh, koulz an eil hag eben, un toullad oberoù a laka ar brezhoneg da vezañ gwelet er vuhez foran (plakennoù-straed, logo, panellerezh, pedadennoù, pennad-stur er c’hannadig-kêr ha kement ‘zo). Kenlabourat a reont ivez da vrudañ ar yezh (en ur gemer perzh er c’houlzad Plijus, en ur ziorren an obererezhioù troskol, da skouer).
Ur raktres boutin evit digeriñ un hentad divyezhek a zo war a-benn distro-skol 2019, ar pezh a roio an tu da Blouziri ha d’ar Merzher-Salaun da c’houlenn resev label live 2 ar garta Ya d’ar brezhoneg digant an Ofis Publik.
An evezhiadennoù0