17 580 skoliad zo en hentadoù divyezhek Akademiezh Roazhon ha 757 en Akademiezh Naoned, 18 337 en holl (+579). Ar braz eus ar c’hresk a zeu eus ar publik (+554) dre m’eo er publik ma vez digoret ar muiañ a lec’hioù nevez abaoe meur a vloaz (8 diwar 11 er 1añ derez en distro-skol-mañ c’hoazh). Peuz-stabil eo sifroù Diwan (+19 skoliad) ha re an Deskadurezh Katolik (+6 skoliad).
An niver a skolajidi a gendalc’h da greskiñ a-drugarez d’ar 15 hentad bet digoret en ur ober 3 distro-skol (frouezh an emglev Stad-Rannvro 2015-2020 eo pa vez adwelet kartenn ar poloù bep 2 vloaz bremañ). Pouezus-tre eo evit stummañ brezhonegerien da vat (383 skolajiad ouzhpenn zo e-keñver 2015, +17,6% e-korf 3 bloaz).
Roazhon eo ar gêr enni ar muiañ a skolidi (818), Brest eo an hini gant ar c’hresk brasañ (+49, ar pezh a ya d’ober 698 skoliad en holl).