Divizet ez eus bet gant Ti-kêr Plogastell-Sant-Jermen, dileuriet gant an it. Anne Birrivin, maerez, hag an ao. Vincent Rouxel, kuzulier-kêr dave, kas 10 ober da benn vat dindan 2 vloaz, en ur gemer harp war ar garta Ya d’ar brezhoneg.
Evit ma vefe lakaet ar brezhoneg war wel, en deus dibabet an Ti-kêr diskouez an div yezh war ar skoroù da-heul : panelloù evit mont e-barzh ha mont e-maez ar gumun ; panelloù e diabarzh hag e diavaez an ti-kêr ; lakaat sevel ul logo divyezhek…
Skoazellañ an deskiñ brezhoneg zo un ahel all eus al labour a vo da gas, en ur ziorren ar c’helenn divyezhek (ur skol Diwan zo bet krouet er gumun c’hoazh, gant sikour skipailh an Ti-kêr) ; paeañ an treziad-skolevit skolidi ar skol Diwan ; kemer perzh er c’houlzadoù evit ar c’helenn d’ar vugale pe d’an oadourien dre gentelioù-noz ha stummadurioù hir.
Oberoù a sell ouzh ar c’hehentiñ zo bet dibabet ivez : skignañ teuliadoù diwar-benn politikerezh yezh ar gumun ; kartennoù pediñ ha paper talbennet divyezhek.
Gant mediaoueg ar gumun, hag a ginnig dija levrioù brezhonek, e vo kresket an dalc’had levrioù a-hend-all.
An evezhiadennoù0