Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Loreidi Prizioù Dazont ar brezhoneg 2023

Web gwelet en he brasañ An holl loreidi war leurenn an opera © Didier Echelard

Brezhoneg 11/04/2023

Grit anaoudegezh gant loreidi 2023 Prizioù dazont ar brezhoneg.

Setu amañ roll al loreidi renket diouzh vot ar bodad-barn a oa bet dalc'het d'an 31 a viz Meurzh a-raok ar 26vet abadenn Prizioù Dazont ar brezhoneg en Opera Roazhon.

Tost 400 arvester o doa kemeret perzh el lid ma voe roet Prizioù dazont ar brezhoneg en opera. Filmet e oa bet an abadenn gant Frañs 3 Breizh, skignet d’ar Sadorn 1 a viz Ebrel. Gallout a reer sellet outi e replay YouTube.

Roll al loreidi dre rummad :

Brezhonegerez ar bloaz

  • Ar strollad AhezWeb gwelet en he brasañ Ar strollad AhezPriz kentañ : Alvan hag Ahez
    evit bezañ bet kanet e brezhoneg en Eurovision.
    Eil Priz : Jean-Patern Ars
    evit bezañ oberiant war ar c’helenn e brezhoneg e Noal-Muzilheg hag e bed ar c’hoariva.
  • Trede Priz : Loeiza an Duigoù
    a zo ur skrivagnerez yaouank e brezhoneg.

Kevredigezhioù

  • Priz kentañ : Bannoù-Heol
    evit bezañ embannet « Ar Marc’h Dall ».
  • Eil Priz : Kevre breizhat ar vell-droad ouezelek
    evit brudañ ar vell-droad ouezelek e brezhoneg.
  • Trede Priz : Les Chats cosmiques
    evit ar c’hoari lizherennoù « Brezhle », un doare Wordle e brezhoneg.

Strollegezh tiriadel / Diazezadur publik

  • Priz kentañ : Plougastell-Daoulaz
    evit bezañ diorroet ar c’helenn e brezhoneg ha bezañ sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » live 3
  • Eil Priz : Rostrenn
    evit bezañ lakaet ar brezhoneg en a-raok er gumun ha tuta brezhonegerien e servijoù ar gumun
  • Trede Priz : Pempoull
    evit bezañ diorroet ar c’helenn e brezhoneg ha bezañ sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » live 2

Gwellañ sevenidigezh kleweled

  • Web gwelet en he brasañ Mikael BauduPriz kentañ : « E Jardrin ur Stourmer »
    sevenet gant Mikael Baudu (France 3 Breizh). Testeni ha dielloù evit kontañ buhez Martial Menard, ur yezhoniour meur aet da Anaon e 2016.
  • Eil Priz : « Disoñjal »
    sevenet gant Madeleine Guillo (All In One Production, Abordage Films). Kontañ a ra ar film istor koll ar brezhoneg dre istor ur vamm
    hag he mab.
  • Trede Priz : « Buhez ar Sant »
    heuliad sevenet gant Riwal Kermarrec ha Yann-Herle Gourves (France 3 Breizh). Buhez ar sent vreizhat, kontet en un doare fentus ha diseven.

Intrudu gwellañ er bed ekonomikel

  • Priz kentañ : Breizh Odyssée
    ul lec’h sevenadurel e Landevenneg hag a zo bet troet e lec’hienn Internet e brezhoneg.
  • Eil Priz : Ouest-France
    evit bezañ lañset un heuliad podkastoù e brezhoneg, anvet Eus ur remziad d’egile.
  • Trede Priz : Skol vroderezh Pascal Jaouen
    evit an dibunadeg « A-Galon » hag ar c’hentelioù brezhoneg aozet evit implijidi an embregerezh.

Levr a faltazi

  • Web gwelet en he brasañ "Kan ar mel"Priz kentañ :« Kan ar mel »
    gant Yannig Audran (Al Liamm).
  • Eil Priz : « Fulenn »
    gant Yann-Charlez Kaodal (Al Liamm).
    Trede Priz :« Planedenn paotr e bluenn »
    gant Mich Beyer (An Alarc’h Embannadurioù).

Gwellañ krouidigezh kanet e brezhoneg

  • Priz kentañ : Elodie Jaffre, Awena Lucas, Yann Le Bozec
    Kanour Noz (Coop Breizh).
  • Eil Priz : Modkozmik
    Volume 1 (Embroduet).
  • Trede Priz : Startijenn
    Talm ur galon (Paker Prod)

Web gwelet en he brasañ "Kanour Noz"

distreiñ da roll ar c'heleier