D'ar Yaou 5 a viz Gwengolo 2024 e oa bet bodet e sez an OPAB 15 den a labour e bed ar vugaligoù evit un devezh stummañ aozet gant an OPAB gant ar pal “Kompren gwelloc’h psikologiezh ar vugaligoù evit azasaat e abadennoù e brezhoneg.”
Buhezet eo bet ar stummadur gant Christelle Chevallier-Gaté, psikologourez arbennikaet war an deskiñ ha diorren psikologel ar vugaligoù, gant hec’h embregerezh Heol al loar.
Diouzh ar mintin he doa displeget pazennoù pennañ diorren psikologel ar vugale etre 0 ha 3 bloaz.
Goude-merenn e oa bet labouret dre strolladoù bihan evit studiañ en un doare pleustrek an diaesterioù bevet er vicher hag an diskoulmoù e liamm gant ar pezh oa bet gwelet diouzh ar mintin.
Frouezhus eo bet ar stummadur evit ar berzhidi. Ar barregezhioù nevez desket a vo da lakaat e pleustr bremañ.