Gant diorren ar c’helenn divyezhek ez eo stankoc’h-stankañ ar grennarded vrezhonek ha krennardezed brezhonek hag ur bazenn heverk eo an aotre-bleinañ e buhez an oadourien yaouank. Soñjet hor boa eta e oa pouezus kas war-raok ha stabilaat termenaoueg an dachenn-se evit ma c’hallfe ar yezherien ha yezherezed kaout un ostilh diwar-benn ar bleinañ aes d’ober gantañ.
Ouzhpenn 500 termen e pep yezh a ya d’ober Geriaoueg reolennoù an hentoù (roll brezhoneg-galleg da-gentañ hag an hini galleg-brezhoneg da-heul) embannet ar miz-mañ.