Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

Malizenn Alanig, ur valizenn bedagogel gant binvioù a-bouez evit bed ar vugaligoù

Web gwelet en he brasañ An ao. Fulup Jakez, an it. Véronique Bourbigot hag an ao. Paul Molac

Bugaligoù 16/12/2024

Dalc’het e oa bet gant an OPAB un emvod-kelaouiñ evit kinnig “Malizenn Alanig” d'ar 16 a viz Kerzu 2024 e Ti Departamant Penn-ar-Bed e Kemper.

Web gwelet en he brasañ An it. Véronique Bourbigot, besprezidantez-departamant, he deus kinniget ar stignad arc'hantaouet gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed evit aozañ abadennoù sizhuniek tañva d’ar brezhoneg 25 framm a gemer perzh er stignad ar bloaz-mañ.Kinniget eo bet ar valizenn bedagogel savet gant an OPAB evit bed ar vugaligoù gant an ao. Fulup Jakez, rener an OPAB, an ao. Paul Molac, prezidant an OPAB hag an it. Véronique Bourbigot, besprezidantez-departamant karget eus ar sevenadur, ar yaouankiz hag ar gevatalded merc’hed-paotred.

Ar pal eo treuzkas ar brezhoneg d’ar vugaligoù a-raok ma vint skoliataet (dindan 3 bloaz). Ur perzh a-bouez o deus al lec’hioù degemer bugaligoù (LDB) en argerzh-se hag ober gant ar brezhoneg adalek an oad-se a vroudo ar skoliata en hentad divyezhek da skouer.

50 skouerenn « Malizenn Alanig » a vo lakaet e-kerz ar frammoù o deus sinet ar garta « Ya d’ar brezhoneg Bugaligoù » gant an OPAB, an LDBoù, Erlec’hioù Bugaligoù ha Tiez Skoazellerezed-mamm a gemer perzh e stignad Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha sinet ar garta ganto, an emglevioù bro pe c’hoazh ar magourioù dre soubidigezh e brezhoneg penn-da-benn.

Gant Malizenn Alanig e vo dafar padus, war al lec’h hag a-zoare e kement framm e-maez an abadennoù.


> Sellet ouzh ar bajenn gouestlet lec'h ma c’haller selaou ha pellgargañ an danvez
enlinenn

> Pellgargañ an teuliad-kelaouiñ

distreiñ da roll ar c'heleier