Deuit da dremen un abardaevezh c’hoarioù e brezhoneg savet a-ratozh evidoc’h brezhonegerien bras ha bihan.
Ur c’hoari a-stroll evit lakaat an holl en o bleud.
Ur c’hoari bras a lakaio pep hini da selaou ha da gomz, da sevel ha da glask, da ganañ ha da c’hoarzhin tro-ha-tro !
Un toullad c’hoarioù-taol evit echuiñ, Klas ar Ger ha N’out ket Barzh, Din an Dorn pe Diwar-dizh.
Lusket e vo an abardaevezh gant Sten Charbonneau, krouer c’hoarioù Aplud ha stummer war bedagogiezh ar c’hoari evit mont war-raok gant ar yezh.
Evit bezañ sur kaout ur plas, lakait hoc’h anv en a-raok e Ti ar Vro Kemper.
02 98 90 70 43 | clelia@tiarvro-kemper.bzh