Lañser | Endalc'had | Enklask | Darempredoù

30 kamp vakañsoù aozet evit an hañv 2025

Web gwelet en he brasañ

Kampoù vakañsoù 27/03/2025

Dalc'het e oa bet un emvod-kelaouiñ d'ar 25 a viz Meurzh gant an UBAPAR hag an OPAB evit kinnig kampoù vakañsoù an hañv 2025.

Brudañ a ra ar rouedad kevredigezhioù UBAPAR (Unvaniezh Breizh buheziñ ar broioù diwar ar maez) ar chomadennoù vakañsiñ e brezhoneg bep bloaz.

D'ar 25 a viz Meurzh e oa bodet e sez an OPAB e Karaez an ao. Paskall Le Doeuff, rener an UBAPAR, an it. Riwanon An Habask, dileuriadez rannvroel, an it. Awena Le Baron Courtet, e karg eus an dudi brezhonek en UPABAR, an it. Caroline Andrieu, renerez an degemer dudi e brezhoneg e CLAJ Karaez, an ao. Stéphane Merrer, rener Ti Menez Are, an ao. Fulup Jakez, rener an OPAB hag an ao. Talwyn Baudu, kagad diorren an OPAB.

Pal ar c'hampoù vakañsoù e brezhoneg eo :

  • - Bevañ e brezhoneg er maez eus ar skol
  • - Diorren barregezhioù yezh ar vugale
  • - Krouiñ darempredoù mignoniaj nevez e brezhoneg, gant bugale eus Breizh a-bezh
  • - Broudañ emrenerezh ar vugale
  • - Sevel ur spered buhez a-stroll

Un nebeud sifroù :

  • 12 aozer kampoù vakañsoù ha 3 aozer kreizennoù dudi e 2025
  • 30 kamp e miz Gouere hag e miz Eost 2025 hag unan e miz Here
  • 840 bugel zo bet o vakañsiñ e brezhoneg e 2024
  • 12 000 plegfollenn ha 2 seurt skritelloù dasparzhet en hentadoù divyezhek
  • Temoù a bep seurt, kampoù evit ar vugale (6-12 vloaz) hag ar grennarded (12-17 vloaz) brezhoneger

> Abaoe ar 17 a viz Meurzh eo digoret an enskrivadurioù el lec'hienn www.vakansou-otieus.bzh


Pellgargit roll an holl gampoù vakañsoù !

Dafar kehentiñ el lec'hienn > "korn ar mediaoù"


distreiñ da roll ar c'heleier