Dalc’het e oa bet al lid-sinañ e Ploveren dirak prezidant Face Cachée, an ao. Stéphane Vorn, an ao. Ronan Postic, eus Ajañs diorren an Ofis Publik, an it. Gwenaëlle Dolou, eilmaerez e karg eus ar Sevenadur hag an it. Anne Camus, kuzulierez-rannvro.
10 ober da gas da benn a zo bet dibabet gant ar gevredigezh evit ober muioc’h gant ar brezhoneg en he mont en-dro ha war ar pezh a vez embannet ganti. A-drugarez d’ar sinadur-mañ e tigor Face cachée un dachenn nevez d’ar brezhoneg en un diskiblezh ne oa ket dioutañ betek-henn.
An evezhiadennoù1