Koadoù zo forzh pegement tro-war-dro ar Chapel-Nevez. Ha diniver eo ar gwez uhel meurdezus. Kazi bemdez ho po tro da grapat er gwez, en ur zoujañ outo, gant sikour buhezourien L’Arbre à lutig, ur gevredigezh kraperien. Kaer abominabl eo ar vro pa seller outi eus beg ur wezenn uhel, giz ur c’habiten e beg ar wern. Sport ha vakañsoù war un dro ! Startijenn zo ganeoc’h ? Bec’h deï neuze !
Evit gouzout hiroc'h, klikit amañ.
An evezhiadennoù0