Gant Arsellva Implij ar Yezhoù eo bet nevesaet an enklask kentañ bet graet e 2006 evit priziañ an niver a bostoù ma kemerer e kont ar varregezh « brezhoneg ». En ur ober 6 vloaz ez eus bet savet 400 post ouzhpenn : eus 900 post e 2006 omp tremenet da 1300 e 2013, da lavaret eo + 40%.
Gant ar c’helenn ez a 80% eus ar postoù-se, diwar lañs ar c’helenn divyezhek (800 post kelenner divyezhek zo bremañ). En 20% a chom e kaver ar « merañ frammoù » (postoù renerezh, sekretouriezh, kontouriezh, tud karget a gefridi), ar mediaoù, ar sevenadur… Kresket eo lodenn ar servijoù d’an dud ivez dre ma kresk an niver a bostoù evit ar vugaligoù.
E 2017 e tlefe bezañ etre 1500 ha 1900 post kevatal leunamzer ma c’houlenner ar varregezh « brezhoneg ». Danvez ouzhpenn evit ar c’hreizennoù-stummañ a ginnig ar stajoù 6 miz da zeskiñ brezhoneg.
An evezhiadennoù0